rev - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Anv-kadarn 1

Meneget er C'hatolikon (reau).

Da geñveriañ gant ar gerioù rhew en kembraeg, rew en kerneveureg ha reo en iwerzhoneg.

Deuet eus ur ger keltiek *φreswo-, eus ur wrizienn indezeuropek *preus-, a gaver er gerioù pruīna « rev » en latin ha vriezen « reviñ » en nederlandeg .

Anv-kadarn 2

Da geñveriañ gant ar ger rhyw e kembraeg.

Anv-kadarn 1

rev /ˈrɛw/ gourel, (liester reveier)

  1. Dour lakaet da reviñ pa vez izeloc'h ar gwrezverk eget 0°C.
    Aet eo ar gwez-avaloù gant ar rev.
  2. (skeudennek) Klask rev ouzh un den.
    Atav e kav an taskagner-se an tu da zont da glask rev ouzhin, Yeun ar Gov, War-du ar Pal 126)

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet rew.

Deveradoù

Troidigezhioù

Anv-kadarn 2

rev /ˈʁɛw/ benel, (liester revioù)

  1. Organoù genel.
  2. Diforc'h etre ar par hag ar barez, etre ar baotred hag ar merc'hed.
    .
  3. Hollad ar baotred pe ar merc'hed.
    .

Gerioù heñvelster

Doareoù-skrivañ all

En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet rew.

Deveradoù

Troidigezhioù