ger - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
Meneget er C'hatolikon (guer).
Da geñveriañ gant ar gerioù gair en kembraeg hag en iwerzhoneg, ger en kerneveureg.
Anv-kadarn
ger /ˈɡeːr/ gourel (liester gerioù, furm vihanaat gerig); skrivet gir e skridoù tregeriek zo.
- (Yezhoniezh) Heuliad soniadoù o deus un dalvoudegezh hag un implij yezhadurel resis en ur yezh naturel.
- Mad, evidonme na zinac'han ket ar republik ; lavaret a ran, a avad, ne d'eo eno emet eur geir, hag e zeo ret, evel evit ar voutaill guin, gouzout petra 'zo enhi abars kommer anei. — (Ar Wirionez niv. 10, 1877, p. 4.)
- Nag a fent a rae dimp adal ma strive da zistagañ gant kant ha mil boan ur c'houblad gerioù e rusianeg palefarzh ! — (Jarl Priel, Amañ hag Ahont, Al Liamm, 1957, p. 14-15.)
- hep lavarout ger : hep rannañ ger, hep komz
... e c'hortozas, hep laret gir, e wreg da aozañ koan. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 50.) - en ur ger
- Gwalc'hiñ holl listri ar gegin, en ur ger, hep ankounac'haat hini pe ho po da ziwall ouzhin. — (Yann-Vari Perrot, E-tal ar poull, C'HOARIVA BREZHONEK, Pemp pezh-c'hoari berr, Skridoù Breizh, 1944, p. 46.)
- Promesa dre gomz.
- reiñ e c'her da unan bennak
Deveradoù
- gerdarzh
- geriadur
- geriadurezh
- geriadurour
- geriañ
- geriaoua
- geriaoueg
- geriaouer
- geriaouerezh
- geriaouiñ
- gerienn
- geriennoù
- ger-mell
- ger-stur
- ger-tremen
- gerva
Troioù-lavar
- bezañ den d'e c'her
- delc'her d'e c'her
- lavarout e c'her
- mont a-enep e c'her
- reiñ e c'her
- sentiñ war ar ger
- terriñ e c'her
Troidigezhioù
Heuliad soniadoù
haitieg : mò
navac'ho : saad
novial : vorde
papiamento : palabra
sranan : wortu
tsolyáni : parshálikh
Kembraeg
Etimologiezh
Araogenn
ger