kerez - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
(Anv-kadarn) Amprestet digant al latin.
Meneget er C'hatolikon (queres).
Da geñveriañ gant ar gerioù ceirios(en) en kembraeg, keres(en) en kerneveureg.
(Furm verb) Eus kar-, pennrann ar verb karout, hag an dibenn-ger -ez, gant ur pebeiladur vogalennek a/e.
Anv-kadarn
Kerez o tareviñ.
kerez /ˈkeː.res/ strollder (unanderenn kerezenn)
- Frouezh bihan ar gerezenn, bouedek ha chugonus, ruz pe velen o liv, krenn o stumm.
- Nag int a zo flour ha ruz, va c’herez ! E-giz muzelloù gwerc’hezed o c’hoarzhin da baotred yaouank. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 121.)
- Ar mein-kerez, babu, torret ha lakaet, pemp dornad anezho en ul litrad gwin gwenn, a zo koulz evel al louzoù diaraok ; evañ div loaiad anezhañ war yun bemdez, ha kemend-all div eur goude koan. — (Loeiz ar Floc'h, E louzou da bep klenved, in An Oaled, niv. 35, 1931, p. 12.)
Doareoù-skrivañ all
En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet keres(enn).
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Troidigezhioù
- alamaneg : Kirschen(de)
- esperanteg : ĉerizoj(eo)
- galleg : cerises(fr)
- italianeg : ciliegie(it)
- kembraeg : ceirios (cy)
- kerneveureg : keres (kw)
- nederlandeg : kersen(nl)
- saozneg : cherries(en)
- spagnoleg : cerezas(es)
Furm verb
| Kemmadur | Furm |
|---|---|
| hep | kerez |
| dre vlotaat | gerez |
| dre c'hwezhañ | c'herez |
| dre galetaat | digemm |
| amreizh | digemm |
kerez /ˈkeːres/
- Adstumm eus karez, furm ar verb karout en eil gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Ech ez da gouezhañ choazh, ma na gerez diwall…! — (Charlez Gwennou, Santez Trifina, Montroulez, 1899, p. 102.)
- - [...]. Evelato, evit miret na deufen da ankounac'haat ac'hanout, e karfen kas ganen da batrom a zo aze, mar kerez rei anezan d'in. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 5.)