kroc'hen - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Meneget er C'hatolikon (crochenn).

Da geñveriañ gant ar gerioù croen e kembraeg, kroghen e kerneveureg, craiceann en iwerzhoneg ha crocina e galianeg.

Anv-kadarn

kroc'hen /ˈkrɔːɣɛn/ gourel (liester krec'hin, krec'hen)

  1. Goloenn diavaez en-dro da gorf ul loen pe un den.
  2. Kroc'hen ul loen diskroc'henet emeur o kivijañ d'ober lêr, ha dilhad a-wechoù.
  3. Korf un den, e-barzh ur bern troioù-lavar.
    • Da groc'hen a baeo !
    • ... prestik e vo gwelet [Satanaz] em istor, kroc'hen, eskern, hag all...' — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 48.)
    • Bezañ bec'h war e groc'hen : kaout bec'h.
    • […] pe anez e vije bet bec’h war groc’hen unan bennak. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 27.)
    • bezañ un dra bennak e-leizh e groc'hen: e-leizh e gorf.
    • Sellout a raent war o lerc'h, bep ar mare, evel ma vije bet c'hoazh e-leizh o c'hroc'hen a spont. — (Jakez Riou, An Ti Satanazet, Skridoù Breizh, 1944, p. 22.)
    • Kouezhañ a-c'hwen e groc'hen, war stern e groc'hen:
    • Rinklet en deus war ar c'hinvi lampr ha darbet eo bet dezhañ kouezhañ war stern e groc'hen. — (Goulc'han Kervella, Brezel ar Rigadell, Al Liamm, 1994, p. 12.)
    • mervel en e groc'hen : chom heñvel betek ar marv, hep kemmañ
    • En e groc'hen al louarn a varvo Nemet e gignat a read ( a rafed?) ez bev. — (A.-E. Troude, Nouveau Dictionnaire pratique Breton-Français du dialecte de Léon, p. 808.)
    • toullañ kroc'hen un den: lazhañanezhañ gant un tenn, pe un arm-tan benak
  4. Kroc'hen ar gwez, ar frouezh, al legumaj → Termenadur da glokaat (Ouzhpennañ)
  5. An diwar-c'horre eus traoù zo.
  6. gast
    • kroc'hen zo ac'hanoc'h!

Troioù-lavar

Implijet e vez ar ger evel kunujenn ha sakreadenn evel amañ:

Krennlavarioù

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

Gwelet ivez