skouarn - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Kavet e henvrezhoneg (scobarn).

Meneget er C'hatolikon (scouarn).

Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn ysgyfarn (ger kozh) e kembraeg ha skovarn e kerneveureg.

Deuet eus ar ger keltiek *skob-erna a zeufe eus ar wrizienn indezeuropek *(s)keuh₁- « kleved ».

Anv-kadarn

Skouarn un den. (1)

Un tas gant e skouarn a-zehou. (2)

Skouarn un arar niverennet [7] war ar skeudenn. (3)

skouarn /ˈskwarn/, /ˈskuːarn/ benel (furm vihanaat : skouarnig, daouder : divskouarn /ˈdi(w)skwarn/ ; liester : skouarnoù /ˈskwarnu/)

  1. (Korfadurezh) Organ ar c'hleved.
  2. (dre skeudenn-lavar) Lodenn a gaver a bep tu d'ar podoù, d'al listri hag a dalvez da gregiñ enno.
  3. (dre skeudenn-lavar) Lodenn eus an arar a astenn ar soc'h hag a zo stag a-gevret gantañ ouzh ar c'heñver, hag a dalvez da dreiñ a-gostez an douar bet distaget gant ar soc'h.
  4. (Pesked) Brenkoù pesked.

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Krennlavarioù

Troidigezhioù

Organ ar c'hleved

Skouarn-arar

Gwelet ivez