tog - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Togoù a bep seurt.

Etimologiezh

Diwar ar ger gallek toque.

Anv-kadarn

tog /ˈtoːk/ gourel (liester : togeier, togoù)

  1. Gwisk war ar penn.
    • Stal togoù zo gant e vamm. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 242.)
    • Bez' e veze en e gerc'henn ur pezh kolier lem-laka, dek meudad dezhañ, ha war e benn un tog foñs hir gant ur bern seizennoù ruz, glas, ha me oar o tivilhañ hag o fraoñval a-youl ar pevar avel. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 21.)
      mont e tog (Istor) : pa voe dilezet ar c'hoefoù gant ar merc'hed diwar ar maez, e-kerzh an ugentved kantved, e veze lavaret ez aent e tog. A-raok ne veze togoù nemet gant ar wazed.
  2. Tra heñvel ouzh un tog :
    • tog-kistin, tog-touseg, ha re all.

Gerioù heñvelster

  1. boumboum, pennwisk

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troioù-lavar

Troidigezhioù

Gwelet ivez