bleiz - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Ur bleiz.

Etimologiezh

Deveret eus ar ger henvrezhonek bleid.

Kavet eo bleiz er C'hatolikon.

Da geñveriañ gant ar gerioù blaidd en kembraeg ha blyth en kerneveureg.

Anv-kadarn

Unander Liester
Gourel bleiz/ˈblɛjs/ bleizi/ˈblɛj.zi/
Benel bleizez/ˈblɛj.zes/ bleizezed/blɛj.ˈzeː.zet/

bleiz /ˈblɛj(s)/ gourel (liester bleizi)

  1. (Loenoniezh) Bronneg kigdebrer gouez eus ar c'herentiad Canidae, e anv spesad Canis lupus, dezhañ blev melen-du, daoulagad a-veskell, divskouarn sonn hag ul lost a-ispilh.
  2. den drouk
    • Hennezh a zo ur bleiz. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 288.)
    • Pleget he benn, oa evel ar bleiz : ne zelle nag huel nag izel, nag a gleiz nag a zeou, mez trei ha distrei a rea a bep-tu, he zaoulagad a ioa deuet da veza ruz evel daou gef-tan. ek
    • An oan hag ar bleiz, daoust hag hi a c’hell beva er memez park ? — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 69.)
    • Ma viche bet dirag eur bleiz pe eur c’hi klan, den n’en diviche bet aoun ; mez mont var eun teuz, var eur spountail !...

Gerioù kevrennek

Deveradoù

Troioù-lavar

Bezañ evel ar blei(z): kontant da gaout kuit a reiñ

Krennlavarioù

Troidigezhioù

Gwelet ivez