eget - Wikeriadur (original) (raw)

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

Da dostaat ouzh ar ger kerneveurek eges, dezhañ ar memes ster. Deuet eus an henvrezhoneg hacet, diwar hac, « hag », evel ar c'hembraeg nogyt « eget na » deuet eus nag. Met en abeg d'o heñvelsoniezh darnel ha d'o arster a stagell eo bet kemmesket an daou c'her eget hag evit a-wezhioù.[1]

E Geriadur Favereau e kaver "neged", roet evel stumm eus Eusa.

Stagell

Gour Furm
U1 egedon
U2 egedout
U3g egetañ
U3b egeti
L1 egedomp
L2 egedoc'h
L3 egeto/egete
D egedor

eget /e.ˈget/

  1. Stagell an derez uheloc'h.
  2. En droienn eget na.
  3. Ober un dra bennak kentoc’h eget un dra bennak all.
    • kentoc’h eget ho tilezel.
  4. eget biskoazh
  5. Kent eget un dra bennnak.
    • kent eget an setañs, MDLM
    • kent eget o monet, MDLM
    • kent eget tremen deiz Gwener, GMJ
    • Gwelout kent evit.
  6. Estroc'h eget : Estreget
    • Estroc’h eget.
    • Estroc’h eget amañ.: « estreget amañ »
  7. Eget e.
  8. Eget ma.
    • Labourat a rez gwelloc’h eget ma ran-me.
  9. eget pa.
  10. Oc'hpenn eget .

Gerioù heñvelster

Deveradoù

Implij

Ne vez implijet eget nemet en derez uheloc'h, ha ne vez ket implijet en derez kevatal.

Iskis

•Ur stagell n’eo ket anavet e-maez Bro Leon, a vez lavaret. Iskis eta e gavout

•N’eo ket ken iskis avat gwelout an implij fall anezhi e EZM: fallimplij ur ger a oa estren da yezh voas ar skrivagner, pe reizhadenn graet gant ul Leonad (en adembannadur)? Da wiriañ.

Troidigezhioù

Gwelet ivez

Daveoù

Roll an daveoù :