vi - Wikeriadur (original) (raw)
Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.
Brezhoneg
Etimologiezh
(Anv-kadarn) Meneget er C'hatolikon (uy). Da geñveriañ gant ar gerioù ŵy en kembraeg, oy en kerneveureg, ubh en iwerzhoneg.
(Furm verb) Eus bi gant ur c'hemmadur dre vlotaat.
Anv-kadarn
Ur vi
vi /ˈviː/; /ˈwiː/; /ˈyː/; /ˈɥi/ gourel (liester : vioù).
- Korfenn boulheñvel, dozvet gant parezed an evned.
- Ur vi zo gant ar yar: prest eo ar yar da zozviñ.
- dozviñ ur vi, vioù:
- — Marc’hata ne ran ket, met c’hoant gouzout am befe peseurt vi da glask. — Ur vi dozvet, filhor. — (Ivon Krog, Eur Zac'had Marvailhou, Buhez Breiz, Kemper, 1924, p. 20.)
- Ur gwenn vi.
- Ur vi hep pluskenn: ur gac'hadenn.
Doareoù-skrivañ all
En doare-skrivañ etrerannyezhel e vez skrivet wi.
Un "u", hervez distagadur Treger ha Kernev-Uhel.
- Evnig e û aour. Kontadenn dastumet gant w:Fañch an Uhel.
- Ur c’hras kaer e vo dezhi ma he devez kant lur evit hec’h uioù. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 189.)
Gerioù kevrennek
Deveradoù
- viañ
- viaoua
- viaouañ
- viaouaer
- vic'haner
- vic'hanerezh
- viell
- viellañ
- vier
- vierez
- vierezh
- vigelc'h
- vigell
- viheñvel
Gerioù kar dre o ster
Troioù-lavar
- gwerzhañ ar vi(où) e revr ar yar
- bezañ e spered e-lec'h m'emañ hevigant ar yar.
- tennañ ar vioù a-zindan ar yar
Krennlavar
- Arabat gwerzhañ ar vi e revr ar yar
Troidigezhioù
- alamaneg : Ei (de)
- esperanteg : ovo (eo)
- galleg : œuf (fr)
- katalaneg : ou (ca)
- kembraeg : ŵy (cy)
- kerneveureg : oy (kw)
- okitaneg : uòu (oc)
- saozneg : egg (en)
- spagnoleg : huevo (es)
- portugaleg : ovo (pt)
Furm verb
| Kemmadur | Furm |
|---|---|
| hep | bi |
| dre vlotaat | vi |
| amreizh | vi |
vi /ˈviː/
- Furm kemmet bi, ar verb bezañ en eil gour unan an amzer-da-zont, en doare-disklêriañ, furm verr.
- Paotr kêz, ne vi ket ur martolod, ken ma po graet ur veaj e mor ar Su, hag e bourzh un teir-gwern. — (Fañch al Lae, Bilzig, Kemper, 1925, p. 178.)
Distagañ
- Bro-Gwened : /ˈɥiː/ (anv-kadarn)
Daneg
Etimologiezh
→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Raganv-gour
vi /Distagadur ?/
- Ni, raganv-gour rener ar c'hentañ gour lies.
Esperanteg
Etimologiezh
Diwar ar rusianeg вы pe ar poloneg wy (kar d'ar gerioù gallek vous pe latin vos).
Raganv-gour
vi /vi/
- C'hwi, raganv-gour rener an eil gour lies.
- Kiel vi fartas ?
Penaos emañ an traoù ganeoc'h ?
- Kiel vi fartas ?
Katalaneg
Etimologiezh
Anv-kadarn
- Gwin.
Italianeg
vi
Krennlavar
Norvegeg
Etimologiezh
→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Raganv-gour
vi /Distagadur ?/
- Ni, raganv-gour rener ar c'hentañ gour lies.
- Vi synger. Ni 'gan.
Svedeg
Etimologiezh
→ Etimologiezh da glokaat (Ouzhpennañ)
Raganv-gour
vi /Distagadur ?/
- Ni, raganv-gour rener ar c'hentañ gour lies.
Spagnoleg
Etimologiezh
Eus ver.
Furm verb
vi /vi:/
- Kentañ gour unan ar verb ver en amzer-dremenet strizh